Open The Border

, par  Erwan

Mikael Baudu — Documentaire — 52 mn — 2018
Vendredi 29 mars — 20 h00 — le Sterenn
Gwener 29 a viz Meurzh – 8eur noz- Sterenn
Brezhoneg / ST Français - Gwengolo Filmou

Février 2016, Saïf, Tarik et Sévé tentent pour la dixième fois de traverser la mer Egée, ce sera la bonne. Une semaine plus tard ils arrivent à Idomeni à la frontière grèco-macédonienne. 14 000 réfugiés entassés autour d’abris de fortune sous la pluie et dans le froid. Leur rêve d’Europe se fracasse sur la dure réalité.
Pendant des mois ils vont vivre dans ces conditions précaires, forts d’une volonté inébranlable : passer de l’autre coté de la frontière. Elle est là, toute proche, inaccessible derrière une double rangée de barbelés.
Ces jeunes Yézidis ont vu leur vie basculer en août 2014 lorsque les troupes de Daesh ont attaqué leur village. Depuis ils n’ont qu’un but, rejoindre l’Allemagne pour y vivre une nouvelle vie, loin des lieux du génocide qui a frappé leurs proches. Un voyage dangereux, dans des conditions de vie inhumaine, où l’on côtoie la mort, le pire et le meilleur, l’abnégation des bénévoles et la convoitise des passeurs.

Saïf, Tarik et Sévé parviendront-il à vivre leur rêve européen alors que les États ferment leurs frontières ?

Réalisation Mikael Baudu - Caméraman Arno Vannier
Coproduction Gwengolo, Filmoù France 3 Bretagne, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb

Projection suivie d’une table ronde en présence du réalisateur
autres intervenants :
- Eva Ottavy : Responsable des solidarités internationales à la CIMADE,
elle fera le point sur la situation actuelle dans cette zone et resituera dans un contexte plus global les raisons de la situation dramatique vécue par les exilés (fermeture des frontières, coopération avec les Etats voisins, etc.)
- LDH : un membre de la LDH fera le point sur la situation du droit d’asile en France et en Europe

Open the border
Teul-film 52 mn - Seveniñ Mikael Baudu
Brezhoneg / istitl Galleg - Gwengolo filmou

Skignadenn heuliet gant ur gaozeadenn gant ar sevener, ar CIMADE hag an LDH

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d’ ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù. Aze ’mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek. Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c’hêriadenn gant Daesh e Miz Eost 2014. N’o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec’hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c’herent, o mignoned. Staget int gant ur veaj dañjerus, o vevañ en ur stad mantrus, o tremen alies e-kichen ar marv, o kavout war o hent ar pep gwellañ hag ar pep gwashañ, brokusted an dud a-youl-vat ha c’hoantegezh an drafikerien.

Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m’emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?

Seveniñ : Mikael Baudu - Kamera : Arno Vannier
Kenbroduet gant Gwengolo, Filmoù France 3 Bretagne, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb

Skignadenn heuliet gant ur gaozeadenn gant ar sevener
perzhidi all :
- Eva Ottavy : e karg eus ar c’hengred etrevroadel er CIMADE,
komz a raio eus stad an takad-mañ hiziv an deiz, ha reiñ a raio da c’houzout ivez, en un doare hollekoc’h, abegoù stad-buhez dister ha damantus an divroidi (harzoù o serriñ, kenlabour gant ar Stadoù nes, hag all...).
- LDH : un ezel eus an LDH a raio ur poent war al lezennoù a sell ouzh ar repu e bro Frañs hag en Europa.

Navigation